Bernez Tangi
MANNAWIDDAN
MANNAWIDDAN
En noazh dirak ar mor
Ur minaoued en e zorn
E oar digor’ an nor
Ha lak’ an tan er forn
E vlev hir ha luziet
War e glopenn
Ar gwez a zo diwisket
Gant e lagad lemm
Ul lamm war an traezh
Ur spluj prim ’ kreiz an houlenn
Ha ne chom diwar-c’horre
Nemet ur c’helc’h spoum
Diflistr’ a ra er-maez
Gant bezhin ’n-dro d’e c’houg
Gouleier ha liv douget gantañ
War e choug
O ! ar banneoù dour
Dindan an heol a luc’h
’Vel steredennoù aour
Enaouet da greisteiz
Youc’hal a ra d’ar c’houmoul
Hag an avel ’c’hwezh
E galon ’stok en e vruched
Ar bed a bulluc’h
War-sav dirak an heol
Goustad ’n em lak da red’
Laboused en-dro dezhañ
A gan douster ar bed
Pign’ a ra war ar reier
Betek an tevenn
Kouezhañ ’ra kreiz ar bleunioù
Dizalanet-mik
Gourvezet penn-da-benn
Gant e valvennoù kloz
Ar balafenned gwenn
A nij a-us d’ar roz
An avel pa c’houl’
A deu da flour’ e groc’henn
Mestr eo war an doureier,
Ar c’houmoul, an tan
Ur youc’h berr ha nerzhus
Da gaout e gezeg-mor
Lamm’ a ra war o c’hein
’vit kuitaat ar goudor
D’an daoulamm ruz
Hei ! hei ! hei ! davet an arnev
E ya da ’n em goll pell
’ touesk ar strak en donvor