Antony Heulin
[degouezhout a reomp a-barzh tier-gar e penn an noz]
[degouezhout a reomp a-barzh tier-gar e penn an noz]
degouezhout a reomp a-barzh tier-gar e penn an noz
a-barzh kêrioù goloet get huiler ha didrouz
a-barzh kêrioù men o deus lazhet razh ar gouleier
peogwir e yeont da gousket kourz
En ur c’hortoz da ziskenn e choma mut pep hini a-barzh an tren n’hor beus mignon erbet pe hini erbet ag ho familh a zo daet da gerc’hat ac’hanomp peogwir emañ é veajiñ ar bras anezhe ivez n’eus hini erbet arall àr ar c’haeoù nemet lanv ar gêriz a ya hag a za hag un nebeut re zo bet hor mestrezed daet da gas o merc’h en tren noz
bihan bihan bihan bihan int ken bihan met ken niverus èl bakteriennoù mod ar re vunud a zo bet kavet àr ar loar dek vlezioù zo goude ma oa marv ha douareet da vat an dud o doa o c’haset a-hont ha ni a zo bihanoc’h a skeul get o berr wel
ha gwad ar re arall da vont ha dont ag hor gwazhi d’egile da gas virusoù pe gleñvedoù pe louzoù diabarzh ha gwarez ivez
ar vrud damsonvouget honnezh a faotehe dezhe sonvougiñ da vat gober tevel unangomz raouiet pistigus ar gêr-vras a denna hec’h anal a c’hwezha he moged a roia ar c’hrign-bev he bernioù boued re zruz he alkolioù a-leizh evet re he bernioù butum hag he drammoù enanalet puter blot ar c’hokain a-barzh an toulloù-fri é hilligiñ ar staoñv kaèr-bras hor beg etre un nebeut tapas krazennoù pe sañdouichoù re strafouilhus lonket buan-fonnabl a-barzh toulloù-lous loñchoù kaborelloù puboù tavarnioù tier-lonk ostalerioù bistroioù oasisoù hep glazadur men n’eus nemet plantoù butum pe gannab a sava stroñsadennoù tredan a c’houleier ar straedoù a vaga hor foeñvadurioù hag an holl ac’hanomp get ar memes huñvre en ur veaj e Skandinavia men e vez ken hir ha ken pell an noz ma ta ken louet ar c’hroc’hen èl hini bronneged-mor ken gwenn èl an erc’h kentañ ha kourz da vintin ma zo un dister a vegon genomp c’hoazh e stardomp hor c’hroc’hen c’harv àr gadoerioù-hir selinet get hu moged get etanol skuilhet pe zislonket a-hed an noz en em flouromp é tamgousket a vokomp hor beg klouar hor goûg raouet hor blev skariget betak bout tapet get ar mezvadur ar c’housked da vat ha bout drailhet hor mibien-lagad get ar puten-gast a heol dallus
neuze da vintin pa sellan doc’hin dirak ar milouer éc’h adlakaat àr ma daoulagad ha ma c’horf koerennet ar maskl penn bras a zo bet peget doc’hin dre zegouezh n’en em anavan ket hag en ur devel em eus keuz ag ar mare pa veze livet e zremm
dall ar valeourion-noz en deiz teñval ha peurbadel ar pezhioù strud a ziv vent spontet rak ar soñj tevaat
din-me e vanka morioù-tud joaius ha dioad a-barzh leizhadur noz Granada morioù-tud diskrupuilh àr Ramblas Barcelona morioù-tud liesliv ha mall gete un devezh e Pariz morioù-tud o zreid gleb un enderviad en Naoned morioù-tud divent gwaskennus klostro é trapikellat e-pad manifestadegoù re ar sindikatoù d’ar c’hentañ a viz mae er yenijenn morioù-tud dign ar beoc’helourion morioù-tud puboù Iwerzhon an Norzh morioù-tud skuizh e-bourzh lestroù-treuz Mor Breizh men vez dic’houstet re an douar bras get ar Vreizhiz-Veur a chaoka silzig ha fritez re gourz da vintin morioù-tud deizioù ar frankizadur morioù-tud laouen pa vezier an diranted morioù-tud a shopinga a ludua àr ar balioù peogwir e vourront ar luduiñ àr ar balioù a gerzha evit kerzhout a dremena hebioù an re d’egile a filenna a gaoza a-zivout pep tra a-zivout ne vern peseurt tra mont ha dont luskell ar morioù-tud me a vourra ar mor a dud en deus savetet ar vaouez kant vlez a oa sebeliet edan ar c’hrenn-douar e kavel hor bed a zo bet ur barzhoneg he gerioù kentañ
en ur gêr eh on é chom en ur gêr arall eh on é labourat
daet kêriad un etre daou é fichal
poan an eskern don
n’eo ket abalamour d’ar bourevierezh a-barzh ar prizonioù evit an enebourion bolitik nann n’eo nemet bourevierezh difonn an uzin doc’h an deiz evit paeañ an ti an amprest d’ar bankour hag an aon skontus da goll an disterig ho kwaska uheloc’h evit ar sac’h ar goûg ho kwaska betak kran hoc’h eskern ho trouka kement ha kement goude kement a vlezhadoù loeniñ kiañ rubaniñ labourat gast ha tri mil c’hast da baeañ ar bez mañsonet re domm re yen re sec’h re c’hleb ha dereat gwezh erbet ha blablablabla ha blablablabla ad vitam aeternam
neoazh trawalc’h e vehe mont er-maez ijinañ emañ ar ruioù etre ar parkoù gwez olivez men emañ diwallet doc’h an heol ar re amourous pe ar vugale ha doc’h tachennoù divent tro menezioù-tan Island a dostaomp evit tommañ deomp
gwezhadoù eo tomm-tre deomp ha nag a boan evit kavout an disheol gwezhadoù eo yen-tre deomp ha nag a boan vrein evit kavout muioc’h a zilhad gwezhadoù omp gleb-teil a-gaoz d’ar glav hag e patouilhomp edan hor gwiskamantoù hag hor botoù gleb meur a wezh omp digoefet get an avel hag e tihostomp èl ar loened o deus redet re
bout zo nozioù get barr-avel daoust mard eo distrobet sioul didud digoumoul disheolet an neñv bout zo nozioù get barr-avel daoust ma c’hwezhomp a-barzh an tommder hep avel ma yeomp teir pe bedeir gwezh edan ar strimpadell a-hed an deiz evit skarzhiñ hor blaz korfoù-marv dazont bout zo nozioù get barr-avel daoust mard emañ doareoù ar skinwell pe re ar skingomz é c’hoari divlaz pe divlasoc’h a-benn nepas direnkañ den bout zo nozioù get barr-avel daoust mard emañ razh an dud é kousket sioul ha c’hoant hor beus da lâret dezhe kit da vout kilfouzet razh get ar c’hentañ a dra granek é tont ar gentañ a gorzenn houarn heñvel doc’h kanol ur fuzuilh pe ur revolver
ha maouezi dizent korfoù-marv faslivet o zres a ya a-zoc’h tavarnioù penn grignous chotellioù dioad hag e sellomp doc’hte kemer a reont lec’h hor milouerioù skoachet a-barzh maliadoù hor beajoù dazont
edan toenn an neñv e vevomp tra mard emañ-eñ é tiskuizhiñ é chouchoukiñ en tu arall ag an heol en ur vout kravet e skiantoù get an holl steredennoù a zihuna anezhañ tamm ha tamm hag e doull-revr get an holl gaoc’hadoù den en em vernia a-hont a sava ur berniad strouilh tro ar blanedenn a gouezha àrnomp èl ar c’hrañchadoù a dennomp doc’h an amezeg hini an estaj a-us a zo é tehan gouloiñ e gibellad freuj àr hor yudadennoù baleourion-noz
pe pep hini a za a-barzh e ziñs men eo bouzar razh an dud men e veva pep hini a-barzh arc’h dasson ur bras a veñveg ne ouia ket mui soniñ muzik peogwir eo bet troc’het daouarn an holl vuzisianed teod an holl ganerion d’un noz krog enne hag int lakaet razh a-hed ur vur hir a vilieroù a gilometroù a oa savet gete evit an darvoud-se a-zevri taolioù hir o deus lakaet àr dreketoù an holl vuzisianed zo bet o c’hein doc’h ar vur hag urzh da boziñ o daouarn àr an taolioù dirakte an holl ganerion o deus bet an urzh da izelaat trawalc’h evit poziñ o zeod aze hag ur strollad bourevion touet mat ha tutaet ent-ofisial get ar melestraj a ra ar pezh a vez goulennet gete na mui na ken o deus graet o labour hag an diouer a vuzisianed a ganerion o doa achapet a-zoc’h ar lazhadeg a gavas gwelloc’h tevel da viken