Antony Heulin
[emañ ret din mont d'ober ….]
[emañ ret din mont d'ober ….]
emañ ret din mont d’ober ur pok d’ar vugale a-raok bout o lakaet da gousket, evit o diankeniañ a-raok an noz, da gontañ un istorig, ur ganenn pe ur barzhoneg dezhe a-raok an deñvelded
dav e vehe din achuiñ an taolennoù àr ar renk, met re ziwezhat eo ha n’hellan ket livañ hep sklerijenn an deiz, aet eo mouezh toufus an dour-tourmantin a-zoc’h ar stal-livañ ken pell a zo n’em eus ket livet, neoazh livioù a-leizh am eus da zizoleiñ da ergerzhout
mat e vehe din mont d’evañ ur banne en davarn e-tal ma zi, ur werennad muskadit fresk mat pe hini kozh vourbon amerikan, met sur a-walc’h eo aet kuit razh ma mignoned dija
mat e vehe din mont da dreiñ douar ar jardrin, da zouareiñ bokedoù evit kempenn mein-bez ar re a garan, da blanteiñ an avaloù-douar evit an tiad a-bezh, met re zu eo an noz, gwelet e vo ‘benn arc’hoazh
mat e vehe din mont d’ar sonadeg rock alternatif a-barzh ar sal o deus savet e penn ar ru, d’ur rave-party a-barzh ur park bras skwatet, met re skuizh on evit pogotiñ pe lammat e-kreiz ur mor a dud
emañ ret din skarzhañ eoul kozh an tangarr, met re deñval eo ar c’harrdi d’an eur-mañ evit labourat aze
frondigoù ar preti e-tal ma zi zo aet a-benn da dreuziñ dre feutadurioù an ti kozh, met sur a-walc’h eo leun d’ar poent, peogwir e klevan c’hoarzh ar merc’hed a zo filennet é treuziñ ar ru
n’em eus ket re a c’hoant, neoazh, dav e vehe din debriñ un tammig, perak pas harenk mogedet get patatez hag ur bern ognon kriz, met un tamm re bonner eo evit ma sac’h-boued bresk
emañ ret din mont da rakprenañ levrioù, skrivet em eus o zitr àr gorn pajenn gentañ kazetenn hiriv
mat e vehe din bout lennet ur levr nemetañ, met penaos gouiet eo an hini mat hep bout graet un asae get razh ar re arall, er riskl da goll anezhañ da virviken
mat e vehe d’am fri kemmeskiñ get ar frondoù penn marc’hadmat àr groc’hen skañv ar merc’hed yaouank
mat e vehe din kaout soñj ag ar wezh diwezhañ on aet get ur plac’h, a bep gwezh em eus flouret merc’hed, a c’hran o c’hrochen edan ma bizioù c’hoantus d’o dizoleiñ
mat e vehe din mont d’ar c’hoariva àr ar vali, met bep pezh-c’hoari zo kroget, moget sigaretenn ar pompour-pad a glevan éc’h uhelaat, sur a-walc’h en deus kuitaet e bost-labour evit merc’heta un eiltudennez edan porched mont a-barzh an aktourion
mat e vehe din mont d’an ti-butun e-tal ma zi, da brenañ ur segalenn vat, met sur a-walc’h eo bet serret ar stal get ar marc’hadour-butun, peogwir ne zivinan ket mui goulioù ruz ar garotezenn tre ar rideozioù
dav e vehe din mont betak an ti-gar, da brenañ un tiked evit mont da weladenniñ re ar familh a zo àr vord ar mor. Mat e vehe din mont d’ar porzh-houarn da vare c’hoari an trenoù, analeiñ fuel laosket an traktourion-du, neoazh, an holl veajourion zo daet da vout banlevourion, ken abred arall e vez serret an tier-gar bremañ
mat e vehe din selaou ur bladenn, unan gitar klasel, selaou an notennoù lerc’h o lerc’h, selaou bizioù ar sonour é nijal àr seienn ar c’hordennoù
mat e vehe din mont er sine da welet film sioul un oberour ag an oriant pe ur film latino en e yezh kentañ, met sur a-walc’h eo kroget an abadenn gentañ
dav e vehe din mont da brenañ bara evit arc’hoazh vintin, met sur a-walc’h emañ ar baraour é kousket dija a-raok labour an noz
emañ ret din mont da vagañ ar loened get bara kalet an ti, mont da gas dour dezhe, met n’eus ket trawalc’h a c’houleier àr an hent betak ar park
mat e vehe din mont da welet un abadenn dañs hip-hop er festival e kreiz-kêr, met kroget eo an arvest peogwir e klevan dañskrennadoù ar gorollerion àr plañchod an ti
emañ ar yenijenn é tont get an deñvelded, eurüsamant, staliet eo bet ma gwele get liñselioù lin gwenn, me a vourra gran al lin edan ma bizioù treuzwelus gosik, get ar blueg ruz tev ne oa ket implijet dibaoe pell on bet goloet gete ivez
mat e vehe din kantreal e kêr, met glav en deus graet ha risklus eo ar riblennoù, bale edan ar boukailh, sellet doc’h an takennoù dour en em verniañ ha sterenniñ àr ma forpant, ur wezh degouezhet e lein ar ru, divinout ar straedoù a zo kuzhet edan bep post lamp
emañ ret din mont d’ober ur pok d’ar vugale a-raok bout o lakaet da gousket, evit o diankeniañ a-raok an noz, da gontañ un istorig, ur ganenn pe ur barzhoneg dezhe a-raok an deñvelded
treuzet eo ar sklerijenn, ker moan eo daet ma divwenn-lagad