Bernez Tangi
ROD AN AVELIOÙ
ROD AN AVELIOÙ
Pegeit on chomet
dindan mantell ma siminal
o c’hortoz ar c’hentañ barrad follentez ?
Libistrañ a raen gant eoul frondus
korfoù ar gourenerezed
a-raok ar c’hrogad
Heuliañ a raen gant aon
skrijadenn o c’hroc’hen
dindan chouradenn ma daouarn nerzhus
Pegeit ? Ô pegeit
on chomet skornet
war kler mouk ha bouk ma soñjoù dizehan ?
Moulañ a raen oberennoù hudur
Poanioù ha plijadur
ar c’hig
war baper leuegen
Ha gwerzhañ ’nezho dre guzh
da vevelien ha mitizhien
an noblañsoù
Kegid er gegin
Marsoñjoù er marchosi
Pegeit on chomet
war kein an azen
ma eskern o storlokañ gant hej-dihej
e bavioù war an hent roc’hellek ?
Mignon an hudour
ne greden ket
implij
e wialenn
Dilezet ’ m eus ma studioù
evit mont da heul an oriadez
diwisket ganti he hiviz
Aet eo diwar wel
a-dreñv ar bodoù lann
Dalc’h a ran em fronelloù
c’hwezh kreñv he c’hreoñ foutouilhek
a zamguzhe
kalir
ar sap aour
a-us d’he loeroù gloan ruz
Pegeit on chomet
alvaonet dirak lomber al lestr
ma daoulagad ganin o parañ war an egor diziwezh ?
Edo ar c’hontron
em bouzelloù
o fifilañ
e lorgnez ma c’hig
Edo ar viskoulenn
o krignat
deil ma spered
hiviziken
Tostaat a raen
ouzh an EUR GLAS
gant ma c’horf brevet
gant sev disec’het ma lein-kein
ha ma c’hoantoù dislivet
gant kaouadoù diniver ar vuhez
Pegeit ? Ô pegeit
on chomet ’vel un teuz dirak an horolaj
divfeskenn sanket barzh plouz ar gador
o heuliañ ar momeder ?
Edon o valbouzat gerioù didalvez
O c’hlabousat gerioù diniver en aner
e kaoued ma c’hlopenn
harzoù ken strizh dezhañ
Beleg Meur an eneoù daonet
a zibunas pedenn an Anaon
Ha me ken diskredik
prest e oan da vezañ nouennet
Pegeit ? Pegeit ? Pegeit ?
Pegeit on chomet war ribl ar stêr
dispartiet ma divesker gant ar broenn hag ar raoskl ?
Garzhata a raen bronnoù
ar gleskered
dindan bannoù an heol faro
Gortoz a raen ur briñsez wenn
bleunioù
brodet war he brozh
Tamolodet war ma huñvreoù
e sebelien
ar pennduig hag ar c’ho
Pegeit ?
al leue ’ zo aet da darv
ar bugel en e oad-gour
Treiñ a ra an amzer gant ar milinoù-dour
An delienn a heuilh ar froud betek ti ar re varv
Bez’ eus tud c’hoazh o chom e Keraliou
kaset-digaset gant rod an avelioù
Ar blanedenn en-dro d’hec’h ahel
an noz an deiz ’ yelo diwar wel