Bernez Tangi
LEZENN AR C’HANNAD
LEZENN AR C’HANNAD
Brezeliñ
Troc’hañ ar c’hlemm gant ar c’hleze
Bageal war nerzh an huñvre
Degemer ar c’hannad gant ul lagad lemm
Kaout un teod rik ha reizh
Ijinañ ul lezenn gant ur framm dinamm
Dizoleiñ douaroù nevez e kalon ar speredoù
Silañ goell-toaz e bleud an empennoù
Kas ar gasoni gant las an amiegez
Kas ar chaloni gant chas an amezeg
Bezañ nevez-ganet ha ren war an douaroniezh
Kas ar bagoù da get dre an dour-red
Kas bagad ar bed e ti an talfaser
Klask soc’h an erv e tousmac’h an talabao
Klask nouenniñ ar bugel war tal e huñvreoù
Kas moue ar c’hezeg war kein ar c’harr-nezañ
Peoc’h !