Antony Heulin
[gwir eo n'ouian ket mat a-zoc'h]
[gwir eo n'ouian ket mat a-zoc'h]
gwir eo n’ouian ket mat a-zoc’h ar plantennoù a vez ret bout douraet reizh-mat marteze get dour-mantal zoken dreist-holl pand int hurennek hag e vourront darvoudoù boaz neoazh nag ur vrav a blantenn e oa-hi ur blantenn livet get razh a livioù ar vuhez n’em eus ket gwelet ar mouch diflamm ha disglav en deus goloet anezhi tamm ha tamm daoust d’am flourennoù d’hon istor karantez a gonten dezhi e yae-hi àr sec’hiñ diehan kouezhet eo he delioù hag o dibenn a oa lazhet rak ar yenijenn rak an diouer a zour glav douraet em eus anezhi ne vern peseurt-mod hag aet on skuizh èl ma ya skuizh ar vibien-den get pep tra hag e toureen anezhi kement ha kement ha hi da vont àr sec’hiñ diehan lakaet em eus ur balzam doc’hti aezhennet em eus frond c’hwek àrni sonet em eus a-veg sonet em eus get ar gitar eviti a-raok troiñ é yudal doc’hti ar plantennoù ne vourront ket ar lusk an dilojamantoù ar c’hemmoù hag ar redoù-avel ar beajoù pep tra a ficha muioc’h evit ur broñs é kreskiñ a-benn ar fin e yeomp-ni skuizh peogwir ne faota ket mui deomp dizoleiñ an delioù foeñvet ar re zo kouezhet diar ar pod hag a za da vout kanavasoù sizailhet a-raok kouezhel en hu hag un dra washoc’h a zo evit distreiñ en ti en ur gilaat ha kavout gwelloc’h ar ruioù daoust d’o rustoni d’o dantadennoù a-benn ar fin e yeomp da vale pell a-zoc’hti ken stank ma taomp da zisoñjal distreiñ da noz da vat ne sellomp ket mui doc’h restachoù jol àr pennoù an deliennnoù rousaet en em gavomp é vale ken pell a-zoc’hti ma choma-hi en hor lerc’h en ur c’horn ag an ti ne zistroiomp ket mui da noz hag adtapet omp get ar c’hoant da selaou son an avel a-barzh delioù unan arall get ar c’hoant da sellet doc’h krommennoù skañvoc’h ha diskuishoc’h unan arall hep dont skuizh èl an dud eo ar plantennoù n’int ket gwez ne vevomp ket alies àr hor lerc’h emañ ret hen degemer