[razh an dud a oa é kerzhout]

razh an dud a oa é kerzhout
ar vugale ar re gozh ar merc’hed ar baotred ar wazed ar maouezi
a-hed aodoù-jibl a-bep seurt strobet ar re get eben disañs
n’hellemp ket gouiet e-men e oa penn ar rankad tud é kerzhout lerc’h o lerc’h e-men e oa he dibenn
dalc’hmat e veze brav glas ha tomm an amzer
bout e oa familhoù strolladoù mignoned krennarded koubladoù tud amourous
pep hini a anave unan bennak arall
pep hini a oa é komz-digomz en em floure en em skoazelle
doc’h hañval e oa pep hini é kerzhout get ar memes lusk éc’h arsaviñ gwezhadoù
ne verna peseurt oad pe yec’hed e oant
é kerzhout e oamp-razh davet ar memes tu
é vont àr-raok e oamp-razh
me ‘soñje din e oan ar sklerijennour a ya un tamm muioc’h àr-raok evit ar re arall dalc’hmat
evit reiñ dezhe da c’houiet ar pezh zo é c’hortoz anezhe
met ne oa netra é c’hortoz anezhe
nemet aodoù-jibl arall kouroñkerion arall
a gouske edan gwezennoù e-pad an noz
àr glazennoù troc’het mat evit an degouezh
pep hini a c’hoarzhe ha ne rae forzh a netra
n’hellen bout nemet sklerijennour din ma-unan
peogwir n’em boa darempredoù get den
evit mont àr-raok e rankomp mont a-dreuz fenestroù blokosoù kozh
etre bordoù dir merglet
met biskoazh n’eus unan bennak en em vlesa
d’ar gwashañ e vez tapet ur bos get ur c’hroadur ur wezh an amzer
met unan kozh pe unan gozh a laka sein-c’hwek evit louzouiñ anezhañ
sikouret e vez ar re gozh ivez da dreuziñ ar fenestroù e dibenn pep aod-jibl
àr-dreñv da bep fenestr ez eus un aod-jibl nevez
n’a nepred re bell ar gouroñkerion
biskoazh ne vez ur lestr bennak e disparti an neñv hag an douar
na hent erbet evit mont er-maez ag ar c’hoad
n’eus hini erbet e-touezomp a hañvala chom re bell en ur lec’h pe egile
é kerzhout eh omp-razh

© Antony Heulin
Extrait de: Tuléoù- Les Nénuphars
LORIENT: Lerat qui attend, Mai
ISBN: 2-9518261-2-5

[tout le monde marchait]

tout le monde marchait
les enfants les vieillards les filles les garçons les hommes les femmes
le long de plages diverses reliées les unes aux autres à l’infini
on ne pouvait pas savoir où commençait la file des marcheurs où elle finissait
il faisait toujours beau bleu et chaud
il y avait des familles des groupes d’amis d’adolescents des couples d’amoureux
tous connaissaient quelqu’un d’autre
tous conversaient se caressaient s’aidaient
tous semblaient marcher au même rythme s’arrêtaient parfois
quelque soit leur âge leur santé
nous marchions tous dans le même sens
nous avancions tous
je pensais être l’éclaireur qui va toujours un peu plus en avant que les autres
pour les prévenir de ce qui les attend
mais rien ne les attendait
que d’autres plages d’autres baigneurs
qui dormaient la nuit sous des arbres
sur des pelouses bien taillées pour la circonstance
tout le monde riait et ne souciait de rien
je ne pouvais être que mon propre éclaireur
puisque je ne communiquais avec personne
pour avancer nous devons passer à travers les fenêtres de vieux blockhaus
entre les bords d’acier rouillés
mais personne ne se blesse jamais
au pire un enfant se fait parfois une bosse
mais un vieux ou une vieille lui met de la pommade pour le soigner
les vieux on les aide aussi à passer les fenêtres au bout de chaque plage
derrière chaque fenêtre il y a une nouvelle plage
les baigneurs ne vont jamais très loin
il n’y a jamais aucun bateau à l’horizon
ni aucune route pour sortir de la forêt
aucun d’entre nous ne semble rester très longtemps à un endroit ou à un autre
nous marchons tous

© Antony Heulin