DIWALL ! OSPITAL !

Prenestroù an ospital
da skeiñ, da skeiñ da benn dall

Me ’m eus ur c’hoar en oabl
dimezet eo ga’n nabab

Klask a rez ster ar gerioù
ba’ geriadur an nozioù

pa vin kozh
diouzh an noz
me a c’hoario

Erru eo poent al louzeier
uhel an heol er parkeier

Un dra bennak a zo fall
ba’ kevredigezh ar c’hig-sall

Ur rozenn war ur bern teil
troit, troit ma meilh

pa vin kozh
diouzh an noz
me a c’hoario

Marmouzed gwisket e gwenn
gant tog an urzh war o fenn

Ba’ palez ar prokulor
eo bet ganet va fulor

Bet on bet war korf ma roched
ba’ rouantelezh an Abred

pa vin kozh
diouzh an noz
me a c’hoario

Kapoioù kaouedoù houarn
strinkelloù en o daouarn

Va mestrez n’eo ket medisin
’n he heñchoù hi he deus bezhin

Treset eo itron ar melchon
war daoulagad ar merion

pa vin kozh
diouzh an noz
me a c’hoario

© Bernez Tangi