Antony Heulin
[pa vez skuizh an dour get e redadeg….]
[pa vez skuizh an dour get e redadeg….]
pa vez skuizh an dour get e redadeg trema ar mor e pella a-zoc’h ar stêr. ha pep hini ha mont d’e du distok e-mod kamaraded kleiz a-viskoazh. an dour skuizh-divi a zibaba matelasenn navet ur blaenenn a zo krouiset he c’hein. a-barzh enni e tiskuizhay en ur vervel. ar stêr a ya get e hent hep ehan, ar c’hozh dour a ya àr ampoesoniñ difonn. nag an neñv nag ar glav n’hellont louzouiñ anezhañ. tevet eo ar lenn yaouank a zo joaius get e gof bouilhenn, get empennoù troc’het e daou a zo hir o gwrizioù bouetaet get lec’hid ha fank. buan e taont er bed eno hag e kuzhont amprevaned ha breinadurioù. get ar mareoù hag ar chreskoù-dour e vez degaset dour fol, pesked, evned, damskeudoù buhez. froudoù didalvez àr lein an dour a vez mouget get o mammoù gwerm.
gwezhadoù eo dilorc’h ar c’hozh dour, bihanoc’h eo ar vatelasenn. àr vervel e ya poullennigoù-mor ha ne veva biskoazh àr-lerc’h ar bannoù-heol kentañ.