Antony Heulin
[aet on d’ar porzh d’ar selin]
[aet on d’ar porzh d’ar selin]
aet on d’ar porzh d’ar selin
èl ma vehe ar wezh diwezhañ
aet on a-hed murioù hir ar friturioù
betak dour a-vern glas-du ar mor
en ur soñjal ne vin ket a neblec’h da viken
ur ponner a gargo a oa éc’h eoriañ
dalc’het e-tal an douar get un nebeut kordennoù-skorj munud
n’on ket bet evit mont moraer
neuze on daet da vout ur lestr
àr dourioù ar lenn-vor e kouezhe goulioù ar c’hastell
éc’h ’n em dreuzfeurmiñ e morganed pa ne skeude netra an douar
poan-mor am bez
met neuial a-barzh ar mor-bras a vourran
klouar pe sklaset ne verna din
tra ma choma ma c’horf gronnet getoñ
àrc’hoarzh e vo dastumet ar c’hordennoù-skorj get ar lomaned
un nebeut re a spinay an dour
a bignay en-dro leizh ha gleb
a sec’hay er-maez