Bernez Tangi

bretonisch

 

STERN AR MELEZOUR

Dirak ar stern emañ ar plac’h
O tenn’ he c’horfenn
Dirak stern ar melezour milliget
Emañ ar plac’h o troñsañ he lostenn
E toufor an abardaez
Goude glebor ar mintinvezh
Emañ he c’horf o krenañ penn-da-benn
Ar bleiz a vo ruz e groc’hen
Al loar a savo er reter
Ar c’hizhier a zrebo beler
Ar goumoulenn a ziskargo
Gwad an amann
War toenn ar c’harr-samm
Boked Santez-Nonna
A vo limestra
Feur an avank a luc’ho perlezennet
Betek ar stank
Ar fank a zegemero grakerezh
Ar glesker e-tal ar c’hleger

© Bernez Tangi