Bernez Tangi

bretonisch

 

EMGANN KERGIDU

Mamm a c’hoarie «lakez du»
Gant ar speredoù klañv
Strewet ’r stered tu pe du
Gant an avel d’an traoñ
Dister-treut-ki ha toc’hor
Ar c’houlaouenn er c’hav
Ar porzhier a rae e babor
An devezhioù ’ veze mezv

Hag eo dav mont diouzhtu
Da emgann Kergidu ?

E stal-levrioù ar Gwiomarc’h
’veze savet deñved
Displuet-mik korf an alarc’h
Gouel ha pred d’ar preñved
Eil kenderv an horolajer
Ne sune ’met laezh tev
Feunteun Lolori-momeder
’strilhe chouchenn verv

Hag eo dav mont diouzhtu
Da emgann Kergidu ?

An amiegez disalanet
’rede war-zu Kammlann
Alan Al Louarn dilostet
’ribote an amann
Pesketerien ’gase en dro
O rouedoù goullo
’tre an Triagozh hag an Tarv
Edo gwele ar marv

Hag eo dav mont diouzhtu
Da emgann Kergidu ?

Bugale vac’hagnet ar porzh
’voumoune o anken
Kaouadoù erc’h eus tu an norzh
A stanke ar vorlenn
Bommoù galleg ’ deue iñgal
Digant an abostol
Kazeg ’ bet o c’hwizinkal
War traezh ruz porzh ar skol

Hag eo dav mont diouzhtu
Da emgann Kergidu ?

© Bernez Tangi