Bernez Tangi

bretonisch

 

GWALENN AR GWALLEREZH

An erc’h gwenn-kann a gan ar c’hann
Ar werc’hez koant a ev an tan
Ar gwad e noazh a fuilh ’vel boaz
An oad er wazh ’n em skuilh ’vel troazh

Ur gwaz ’ lec’h all – Er penn all d’ar ganol
O c’hortoz dirak ur c’hagn – En e glopenn ur morzhol
Barv foutouilhek – Fri garv – Lagad faro
Sparfell gant skilfoù – C’hoant ruz er c’horf

Ur plac’h en traoñ – Gwisket berr – Kroc’hen tener
Divesker kroaziet – Kroazlez strizh – Oc’h ober stamm
Amann en he ribod – Dourenn en he chakod
Gant soñjoù skañv – Ar c’hoant e kañv

An arnev a gas ar stêr betek ar poull
En deiz-se den ne wel sklaer – Pep tra ’ zo sioul
Emañ ar wask war ar skluzioù – Dall an dluzh
Emañ ar gwaz o kalfichat ruzoni e dal
N’eus c’hoazh netra c’hoarvezet – Kelien o sardoniñ
Melchon ruz ha piz-logod o chom dibreder dindan an avel
Koulskoude emañ an naer o taskrenañ –
Ar razh o firbouchal
Broñsoù ar broenn a drid dindan bronn ar plac’h

An nadoz-aer a zisklip he stripoù ’ kreiz ar goañv
An den ’n deus gwelet ar plac’h dre ar brouskoad
Spiañ a ra anezhi – Ar c’hwezenn o tiverañ war e dal
Bouzaret gant safar e c’hoant – Bamet – Speget – Dall

Hag en un taol emañ warni –
Turzhunell dic’hastet –
An torfed

© Bernez Tangi