Bernez Tangi
UN ATANT ER BLOAVEZHIOÙ HANTER-KANT
Sprache: bretonisch
Übersetzungen:
deutsch (Ein Bauernhof in den fünfziger Jahren), französisch (UNE FERME DANS LES ANNÉES 50), litauisch (PENKIASDEŠIMTŲJŲ METŲ FERMA)
UN ATANT ER BLOAVEZHIOÙ HANTER-KANT
An heol a sklêrijenne an daol dre
ar prenestr bras
Al laonenn a stlakas ouzh troad ar gontell
Mestr an ti a lavaras d’ar mevel :
« An div werc’hez zo da varc’hañ
e Prad Lesbos.
An aoter zo da adsevel
e Park ar Gristeniezh. Ul lean
a vo aze warc’hoazh mintin abred.
Mont a rin da ziskargañ ur
c’harrad poan-spered en aod.
Evit ar pezh a sell ouzh ar chas
me a voueto anezho gant plom-reor
mel askorn
ha dour-vulnerer »
Sevel a rejont o-daou evit o c’housk-lein.
An itron hag ar vugale a chomas evit
skaotañ al listri.